Doue an Tad a zo unan eus tri ferson An Dreinded gant Doue ar Mab ha Doue ar Spered Santel er Gristeniezh.
En un toullad relijionoù e vez roet d'an Doue nemetañ anv an Tad. E relijionoù lies-doueel zo e vez diskouezet an doue galloudusañ evel tad an doueed all. En Olimpos eo an doue Zeus a zo tad d'an doueed all.
Diorren a reas relijion ar Yuzevien anv an Tad evit Yahveh abalamour d'ar pezh en deus krouet -E grouidigezh- hag abalamour ma vefe Yahveh tad d'an Israel, da lavaret eo Tad da bobl Doue.
Jezuz Krist a ziazeze e gelennadurezh war perzh Doue evel Tad, an dra a vrasañ pouez gant karantez Doue evit kompren Doue er Gristeniezh, rak Jezuz a vefe mab d'an Tad hag an denelezh a-bezh gantañ. Diorroet e vo tadelezh Doue en doueoniezh kristen en ur zisplegañ e vez kement den a zo war an douar mab d'an aotrou Doue evel ma ziskouez deomp ar bedenn "Pater noster" (Hon Tad) an anv anezhi.
Peurliesañ, anv an Tad a sinifi hennezh a vez orin ar c'hrouadurioù, an hini a zo dreist pep tra, an aotrouniezh holl-c'halloudeg hag un diwaller war un dro. Ouzhpenn-se, Doue an Tad a zo sellet outañ evel ur boud divent, hollc'halloudek, hollouiziek, holl-vezant a vez ken didermen e c'halloud hag e garantez. Hervez teologiezh ar Gristenien,ar mab-den ne c'hell ket kompren Doue an Tad ez klok. Da skouer, pa oa o paouez skrivañ e Summa Theologica, sant Tomaz Akwino e glozas en ur embann n'en doa ket komprenet Doue an Tad c'hoazh.
An doare da ginnig Doue en arzoù -difennet groñs gant ar yuzevegezh kentañ- a vo muioc'h-mui diorroet dre al livaj hag ar gizellerezh. Doue an Tad a vo kinniget e doareoù disheñvel an eil diouzh egile : evel ul luc'h pe evel un den deuet en oad gant ur barv gwenn. Diazezet eo an doareoù-se war testennoù ar Bibl.